Maureen O'Sullivan

Pride and Prejudice (1940)

Maureen Paula O'Sullivan, bet ganet e Mainistir na Búille (Kontelezh Ros Comáin, Iwerzhon) d'ar 17 a viz Mae 1911 hag aet d'an Anaon e Scottsdale (Arizona) (SUA) d'an 23 a viz Mezheven 1998, a oa un aktourez iwerzhonat. Brudet eo dreist-holl dre ma voe Jane Parker, pried Tarzan (bet enkorfet gant an aktour stadunanat Johnny Weissmuller), er c'hwec'h kentañ film sevenet diwar ar romantoù bet skrivet gant Edgar Rice Burroughs.

Pried e voe d'ar sevener-senarioour-produer-aktour aostralian-stadunanat John Farrow adalek 1936 betek e varv e 1963, ha da James E. Cushing adalek 1983 betek he marv e 1998. Mamm e oa da seizh bugel John Farrow, en o zouez an aktourezed stadunanat Mia Farrow ha Tisa Farrow.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search